Gendarmenmarkt a zo ur blasenn e kreiz-kêr Berlin. Klec’hiet eo gant savadurioù dibar : Konzerthaus Berlin (sal sonadegoù) ha div iliz-veur : an hini c’hall hag an hini alaman. E-kreiz ar blasenn emañ delwenn ar barzh Friedrich Schiller.
Krouet eo bet gant Georg Christian Unger e dibenn ar XVIIvet kantved. D’ar mare-se e oa anvet Linden-Markt. An anv a-vremañ a zo diazezet war ar rejimant archerien a voe eno betek 1773. Er memes bloavezh eo bet kemmet ar blasenn gant Georg Christian Unger. Lod brasañ savadurioù ar blasenn a zo bet distrujet e-pad an eil brezel bed, adsavet int bet goude-ze, dres evel ma oant.
Gwelout ivez :